Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
C’houi holl a gav abek e labour ar re all,
Grit gwelloc’h evit-ho, e leac’h dont d’ho zamall.
C’houi, rouanez, a gred n’oc’h ket a wenn ann den,
Ken a deu gwalenn Doue war-n-hoc’h d’en em astenn.
I
Iaouank, breutaer stal ne wella,
Na louzaouer ar bal-toulla.
Iar ha grek a ia dioc’h ho zi
Ne gavont ann hent da zistrei.
L
Labourat a zo red, evel hirio, warc’hoaz :
Da studia, gwisiegez ; dre ober, labour eaz.
Labourat zo pedi ; — evit peur-lavaret :
Biken ne vo euruz ann den ne labour ket.