Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Labourit, ehanit : ho korf hag ho spered
A rai, gwelloc’h a ze, peb eil labour galet.

Lavaret a vez great, ha n’eo ket abek,
E vez ar gaera merc’h aliez ar falla grek.

Lennit ar c’helennou, deskit ar re zo mad ;
Anez eunn tamm furnez, beva n’eo ket ebad.

List ann aour, ar moged gant ha re ho c’hoanta ;
Bevit ha grit ar mad, ar mad zo da genta.

List ar pez zo kuzet, gant Doue ’ma ann alc’houez :
Map den, gra da labour, dioc’h da dal sec’h ar c’houez.

List ar maro da zont hep kaout aoun na krena,
Krena ne d-eo beva, beva mad ar gwella.

List ann amzer da gas, ar valkenn da dremen ;
Nep ne zamant d’he gorf, rak ar maro ne gren.

List da gas gant ann dour, pa n’oc’h evit herzel ;
Doue o sturia ho pag, mont oc’h kerrek ne c’hell.

List ann dud da brezeg, bevit atao dibec’h ;
Ar re vrudet kaera ho deuz ar brassa bec’h.