Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/74

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
doctrin ar guir gristen.

est sub cœlo datum hominibus in quo oporteat nos salvos fieri [1]. Dre ar vertus eus va hano, eme hor Zalver e-unan o parlant ous e zisquibien, e chasseint an drouc-sperejou, e parlantint a bep seurt langach, hac e touchint a bep seurt traou bilimus hep an disterra danger. Pa brononcer an hano a Jesus, eme an abostol sant Paul, pep tra a dle daoulina en êe, var an douar hac en ifern [2]. Jesus a sinifi Salver, hac an hano-ma a recevas aroc ma voe concevet ê corf ar Verc’hes glorius Vari, non pas dre hazard, mæs dre urz an Tad eternel pehini a lavaras da sant Joseph dre c’hinou an æl: e henvel a reot Jesus, da lavaret eo, Salver, abalamour ma tle saveteï e bobl eus a esclavach ar pec’het : ipse enim salvum faciet populum suum à peccatis eorum [3].

D’ar guer a Jesus, e c’hajoutomp ar guer Christ, pehini a sinifi consacret da Zoue dre an oleo sacr : evel-se ar brofetet guechal, ha brema ar veleyen hac ar rouanez a vez consacret da Zoue dre an oleo sacr : hoguen hor Zalver Jesus-Christ a unis assamblez en e bersonach e-unan an teir galite huel-ma : da guenta, ar galite a brofet ; ên eo an ini a inspir ar brofetet hac a zisquez dezo an traou da zont, abalamour pep tra a zo præsant ha dizolo dirac e zaoulagad : omnia nuda et aperta sunt oculis ejus [4] ; d’an eil, ar galite a velec : ên eo, eme an abostol, ar belec bras, santel, dispartiet diouz ar bec’herien, ha savet huelloc’h evit an êe ; d’an drede, ar galite a roue : rac ên eo, eme ar Scritur, roue ar rouanez, mæstr an oll vistri : dreizon-me, emezan dre c’hinou ar profet, eo ê rên ar rouanez, hac o lezennou just ne dint nemet ur squeud eus va lezennou eternel [5].

  1. [Act. IV, 12.]
  2. [Phil. II, 10 : ut in nomine Jesu omne genu flectatur cælestium, terrestrium et infernorum.]
  3. [Matth. I, 21.]
  4. [Heb. IV, 13.]
  5. [Cf. Prov. VIII, 15-16 : Per me reges regnant, et legum conditores justa decernunt…]