Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
quenta loden.

an oll boaniou hac an oll dristidiguez a zo effejou terrubl ar pec’het originel. Evit effaci ar pec’het-ma, hon reconcilia gant Doue hac obteni deomp guir ê rouantelez an êe, eo hor Zalver Jesus-Christ en em c’hræt den, hac en deus scuillet betec ar berad diveza eus e c’hoad. Hon tennet en deus eus a esclavach an drouc-speret, hac hor zavet, dre ar vadiziant, d’ar galite gaër a vugale hac a hæritourien da Zoue. Piou eta, ne garo quet ar Zalver adorabl-se pehini n’en deus hor c’haret quement, eme sant Augustin, nemet evit ma vezo ive caret gueneomp ? Caromp eta an Autrou Doue, eme an abostol, pa eo guir en deus e-unan hor c’haret da guenta ! Nos ergò diligamus Deum, quoniàm Deus prior dilexit nos [1].

Eil articl.
Me a gred ê Jesus-Christ, e vab unic, hon Autrou.

Me a gred…, da lavaret eo, evel ma credan penos ar c’henta person eus an Drindet a zo Doue an Tad, crouer an êe hac an douar ; evel-se ive e credan penos Jesus-Christ a zo guir-Doue ha guir-den ; penos evel Doue ez-eo mab unic d’an Tad eternel, eus ar memes natur hac eus ar me-mes substanç ganthan, ha guir Doue evelthan a bep eternite ; ha penos, evel den, en deus bet ur gommançamant, eo bet ganet hac en deus recevet an hano a Jesus pehini a zo un hano ar c’haëra ar galloudussa hac ar respetapla.

N’en deus, eme an abostol, hano-all-ebet roet deomp, dre behini e c’hallomp en em zavetei ne-met an hano zantel-ma; nec enim aliud nomen

  1. [I. Joan. IV, 19.]