hoguen Doue a brometas da Adam ha da Eva penos en devize digacet e Vab var an douar evit rapari an injur o devoa graet d’e vajeste divin dre o fec’het, hac a vize c’hoas græt dre bec’hejou o bugale var o lerc’h : Doue ive a revelas d’ar profet Isaï, var-dro seiz-cant vloas aroc ma oa ganet Jesus-Christ, penos ar Messi en devize ur Verc’hes evit mam : ur Verc’hes, emezan, a goncevo hac a lacai er bed ur mab pehini a vezo hanvet Emmanuel, da lavaret eo, Doue deut da chom etouez an dud [1]. Ar moment eürus, destinet evit reconcilia an douar gant an êe o veza erruet, Doue a gaças un æl d’ar guær a Nazareth da gaout ar Verc’hes Vari en amzer-ma oa en oræson en he zy, evit discleria dezi penos en devoa he choaset evit beza mam d’hor Zalver. An æl, leun a respet evit an ini a gonsidere evel e rouanez, a lavaras dezi : Me ho salud, leun a c’hraç ; an Autrou Doue a zo gueneoch… Mari, cavet hoc’h eus graç dirac Doue ; conceo a reot ha lacat a reot er bed ur mab pehini a hanvot Jesus : bras e vezo e pep fæçon, ha dre ar burzudou a raï e vezo anavezet evit mab an Oll-Galloudec [2]… Er memes instant e voue concevet hor Zalver, hac accomplisset oll desirou ar batriarchet, ar brofetet hac an dud just pere o devoa quement huanadet varlerc’h donediguez ar Messi... Me hoc’h ador, o Verb incarnet, me a gred ez-oc’h guir Doue ha guir den assamblez ! me ho trugarecâ, a greiz va c’halon, eus ar guir hoc’h eus acquisitet d’în en êe dre hoc’h incarnation, ho souffrançou hac ho maro ! O madelez eus va Doue, ra viot meulet a vrema da jamæs ! Recevit ive, m’ar plich gueneoc’h, ô Guerc’hes sacr, an homach
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/54
Neuz