Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
quenta loden.

soc’h calite da ur grouadurez ; Jesus-Christ a zo eta assamblez, guir Doue ha guir den. Beza ez-eo guir Doue : an oll aelez, eme an abostol, a dle ên adori : et adorent eum omnes Angeli ejus [1] ; n’en deus bet, eme sant Ian, commançamant ebet : in principio erat Verbum [2] ; o veza ma’z-eo Doue, eme sant Lucas, en deus ar galloud da effaci ar pec’hejou : quis potest dimittere peccata, nisi solus Deus ? [3]... Beza ez-eo ive guir den : hac evel den eo bet sujet d’an naon goude beza yunet : jejunavit, posteà esuriit [4] ; d’ar sec’het : en amzer e bassion e c’houlen da eva : sitio [5] ; d’an dristidiguez, d’an enouamant ha d’an oll infirmiteou eus ar vuez-ma nemet d’ar pec’het da behini ne alle quet beza sujet, o veza Doue ha den assamblez... Jesus-Christ o veza guir Doue ha guir den, en deus eta ive ennan e-unan diou natur ha diou volontez : an natur divin hac an natur humen ; ur volontez divin hac ur volontez humen. An diou natur-se a zo unisset an eil gant eben, evel ma’z-eo unisset an ene gant ar c’horf ; mæs pep-unan e deus he c’haliteou particulier ; evel-se, ar galloud, an immortalite a zepand eus an natur divin, er c’hontrol, ar zempladurez hac ar maro a zo partach an natur humen... An diou volontez a oa e Jesus-Christ a alle en em gontrolia, mæs ar volontez humen a zouble ato d’ar volontez divin : Va Zad, eme hor Zalver, pellaït diouzin ar c’halir-ma ; cousgoude, ho polontez bezet græt, ha non pas va ini [6]... An diou natur hac an diou volontez-se a zo assamblez er memes Jesus-Christ, mæs quemen-ma a zo ur myster pehini ne allomp quet da gompren : avoalc’h eo deomp beza certen penos Doue en deus en discleriet en e Scritur ;

  1. [Heb. I, 6.]
  2. [Joan. I, 1.]
  3. [Marc. II, 7 ; Luc. V, 21.]
  4. [Matth. IV, 2 : Et cum jejunasset quadraginta diebus, et quadraginta noctibus, postea esuriit.]
  5. [Joan. XIX, 28.]
  6. [Marc. XIV, 36; Luc. XXII, 42.]