Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/514

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
482
doctrin ar guir gristen.

an tenzor-se epad an amzer merquet dezan ? Peorien ma’z-omp eus a bep seurt madou spirituel ; profitom, epad hor buez, eus a c’hraçou an Autrou Doue, evit gallout, dre e sicour, gounit ar vuez eternel… An eil remed eo al labour. Crouadurien da Zoue, pec’herien pe gristenien-vâd, piou-bennac e c’hallomp beza, oll ez-omp obliget da labourat : an den, eme ar Speret Santel, a so ganet evit labourat evel al labous evit nigeal [1]. Peguen just ha peguen parfet-bennac e oa hon tad quenta Adam, Doue, oc’h e lacat er barados terrestr, a ordrenas dezan e labourat hac e zihoal. Perac, eme ur prinç-bras, en deus roet Doue daouarn d’ar rouanez ? Ha ne dê quet evit ma labourint evel ar rest eus an dud ? An histor ancien a zesq deomp penos un den hep micher a vije guechal chasseet eus a douez ar bayanet memes. Al labour a zo quen naturel d’an den, ma teu ar Speret Santel da gaç an didalvez d’ar scoll gant ar verrienen : vade ad formicam piger [2]. Al labour a zo ur binigen dleet d’ar pec’het ha roet da oll vugale Adam : pec’het hoc’h eus, eme Zoue, d’an den quenta, cetu ama ar zetanç terrubl a zougan en hoc’h enep : dibri a reot ho para, distrempet er c’huezen eus ho tall, betec ma tistroot en douar a behini ez-oc’h tennet [3]. Sant Thomas, oc’h explica ar chomzou-ma [4], a lavar ez-eus eno ur gourc’hemen pehini a oblich an oll dud da ul labour honest-bennac a gorf pe a speret. Labouromp eta oll e speret a binigen ; gouneomp hor bara gant ar c’huezen eus hon tall ; en em humiliomp dindân dorn an Autrou Doue ha lavaromp dezan gant ar profet David : guelit, ô va Doue, ar glac’har eus hor c’halon hac al la-

  1. [Job V, 7 : Homo nascitur ad laborem, et avis ad volatum.]
  2. [Prov. VI, 6.]
  3. [Gen. III, 19 : in sudore vultus tui vesceris pane, donec revertaris in terram de qua sumptus es.]
  4. [Tho. Aq., Quodl. VII, q. 7, art. 1.]