Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/513

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
481
pempet loden.

justiç Doue : greomp brema ar pez a garfemp beza græt neuse !

2° An diegui a ra deomp mancout d’en em acq3uita eus a zeveriou hor stad : ur c’hrouadur didalvez a zo ive dizent ; hac o vancout da zenti ha da labourat, e vezo hep dale vicius : multam malitiam docuit otiositas [1]. An den diegus en deus evit tad ha mam an drouc speret, hac an ifern evit bro ; rac en e dy hac en e afferiou, evel en ifern, ne veler nemet disurz : beza ez eo guîr-fall ha fablen e vro, rac ma en em ruill er fanq eus a bep seurt viçou. An dishonestis, ar vezventi, al lubricite a gaver ato e calon an den diegus ; mæs ordinalamant ar galon ampoesonet-se a zo ul laguen vil a bep seurt techou fall : desideria occidunt pigrum [2]. Henvel eo ous ar parq e pehini ne zao nemet a bep seurt louzaou fall : ous a ur vezen pehini ne zoug quet a frouez-mâd, hac evit-se a vezo troc’het ha taulet en tân [3] : etouez an dud diegus ema an oll viçou, eme ar Speret Santel : in labore hominum non sunt, operti sunt iniquitate et impietate suâ [4]. O va Doue, roit d’în ar c’hraç da veza aquetus da labourat hervez va galloud, va stad ha va c’hondition !

II. Remejou. Ar remed quenta a-enep an diegui eo anaout hac accomplissa-mâd hon oll deveriou e quêver Doue, e quêver hon nessa hac en hon andret hon-unan, oc’h ober pep-trâ e poent hac en amzer, hervez, hor stad hac hor c’hondition. Evit en em acquita gant courach eus a guemen-raa, songeomp alies peguer ber ha peguer precius eo an amzer. Ma ve permetet da ur paour quemeret en un tenzor hervez e volontez, gant pebes hast ha gant pebes joa e tenfe madou diouz

21

  1. [Eccli. XXIII, 39.]
  2. [Prov. XXI, 25.]
  3. [Cf. Matth. VII, 19 : Omnis arbor, quæ non facit fructum bonum, excidetur, et in ignem mittetur.]
  4. [Ps. LXXII, 5-6.]