Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/455

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
423
pedervet loden.

solvuntur conjugia, sed dimittuntur crimina [1]Si quis habet uxorem infidelem, et hæc consensit habitare cum illo, non dimittat illam… Sanctificata est mulier infidelis per virum fidelem [2]. Mæs ma na fell guet d’ar pried payen chom gant an ini convertisset, hêma a ell consanti d’an disparti a gorf hac a vadou, mæs na dle quet dimizi a nevez ; Doue evit guir a bermetas, epad ur pennadic amzer, d’ar Yuzevien, en em zispartia eus o friejou, mæs n’er greas, eme ar Scritur, nemet abalamour da galonou caledet ar bobl-ma, hac evit miret na gueje en un drouc brassoc’h : propter duritiam cordis datum est libellum repudii [3]. An den, eme hor Zalver, na dle quet dispartia ar pez-so unisset gant Doue : quod Deus conjunxit, homo non separet [4] ; cousgoude, an aoultriach hac ar goal vuez a zo diou ræson valabl dirac Doue ha dirac tribunalou ar bed, evit goulen disparti a gorf hac a dy ; mæs ret eo caout an assuranç ha memes ar breuven aroc galloud obteni netra digant an dud a justiç. Ar gristenien a dremen evit beza pardonet an eil d’eguile, pa o deus bevet assamblez, goude ma eo bet cometet ar pec’het ; hac ar belec na ell neuse, nemet o alia da veva e peoc’h hac e doujanç Doue ; d’en em suporti, d’en em zicour ha da bedi an eil evit eguile.

Etre ar goas hac ar plac’h, etc. : ar c’homzou-ma a ro da entent penos ne falle quet da Zoue e devize bet ar plac’h meur a voas assamblez, nac ar goas meur a c’hreg : un drâ control d’an natur eo da ur c’hreg caout meur a voas, rac an experianç a zisquez penos ar groaguez-fall n’o deus quet a vugale : seblantout a ra memes e ve a-enep an natur da ur goas caout meur a c’hreg,

  1. [Innoc. III, Extrav. de Divort., cap. Gaudemus.]
  2. [I. Cor. VII, 12-14.]
  3. [Marc. X, 4-5 : Qui dixerunt : Moyses permisit libellum repudii scribere, et dimittere. Quibus respondens Jesus, ait : Ad duritiam cordis vestri scripsit vobis præceptum istud (gw. ivez Matth. XIX, 7-8).]
  4. [Matth. XIX, 6 ; Marc. X, 9.]