Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/454

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
422
doctrin ar guir gristen.

Adam epad ma oa cousquet. Adam o velet ar pried roet dezan gant Doue a lavaras : cetu amâ an ascorn eus va esquern, hac ar c’hiq eus va c’hiq ; rac-se an den a zilezo quentoc’h e dad hac e vam eguet e bried gant pehini ne raï nemet unan : hoc nunc est os de ossibus meis, et caro de carne mea ; propter hoc relinquet patrem et matrem ; et adhærebit uxori suæ et erunt duo in carne una [1]. Doue o veza o c’hrouet en e henvelidiguez, a roas dezo e venediction hac e lavaras : cresquit e nombr, ha carguit ar bed : ad imaginem Dei creavit eos, benedixitque eis et ait : crescite, et multiplicamini, et replete terram [2] ; cetu penos e voue instituet ar briedelez.

Padus evit ar vuez : an union contractet gant daou bried pere o deus bevet assamblez, na ell beza torret, nemet dre varo unan anezo. Lavaret a ran, pere o deus bevet assamblez, rac goude’n eured, aroc beza bevet assamblez, e c’hallont en em zispartia, memes hep consantamant an eil eguile, evit antren en un urs religius aprouet gant an Ilis ; mar chom unan er bed, e c’hell dimizi a nevez, goude profession an ini-so antreet e religion ; mæs ur vech ma o deus bevet assamblez, ne deus moyen-ebet a zisparti. Ur payen convertisset d’ar feiz a dle chom gant e bried, mar permet ganthan an ini a chom en idolatriach, hac an dimizi-ma ne vez quet benniguet a nevez gant ar belec, pa vezont en em gonvertisset o daou, pe unan anezo hepquen ; rac, eme ar pap Innoçant III, ar vadiziant, pell da derri an dimizi, ne ra nemet e santifia [3] ; hac an abostol a lavar ive penos ar bried infidel a zo santifiet dre’r pried fidel : per baptismum, non

  1. [Gen. II, 23-24 (hag Eph. V, 31).]
  2. [Gen. I, 26-28.]
  3. [Decretal. IV, 19, 8, quum sacramentum conjugii apud fideles et infideles existat.]