Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/430

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
398
doctrin ar guir gristen.

remed, præst eta goude beza coëzet clân, da lavaret eo, goude beza pec’het marvelamant, eo e tleomp caout recours d’ar goëssion. Ne domp quet obliget da vont da goës dious-tû goude beza pec’het, mæs dious-tû e tleomp goulen pardon digant Doue, en em obligea da ober ur binigen bennac ac’hanomp hon-unan, dre exempl, da lavaret ur beden, da ober ur yun pe un aluzen-bennac, ha da guemeret ar resolution da vont da goës hor pec’het quenta ma vezo possubl deomp. Ar binigen ne dê quet necesserroc’h evit ar vadiziant, hoguen an Ilis guechal ne roe ordinalamant e public ar sacramant-ma, nemet diou vech er bloas, da Basq ha d’ar Pantecost, hac hirio ne c’hourc’hemen coës nemet ur vech er bloas , petra-bennac ma dezir silvidiguez he bugale ba ma oar anaout-mâd o fragilite hac o zempladurez. Mæs ne dleomp quet chom pell e stad a bec’het, rac ar stad-ma a zo meurbed-noazus deomp hon-unan, hac a zisplich meurbed da Zoue : noazus eo deomp hon-unan, rac er stad-se ne reomp netra evit an êe, hac en em exposomp da vervel er pec’het : displijout a ra da Zoue, rac ar stad-se a zo control da volontez hor mæstr divin pehini a zezir hor silvidiguez ha pehini a lavar deomp en e Scritur sortial hac en em zevel pront eus ar stad a bec’het, ha non pas differi or c’honversion a zeiz da zeiz [1]. Petra na reomp-ni quet evit plijout d’an dud ? ha possubl eo ne raemp netra evit plijout da Zoue ?… Certen eo penos ne allomp na rei na receo sacramant-ebet, hep coës da viana hor pec’hejou marvel ; lavaret a ran da viana hor pec’nejou marvel, rac mâd eo ive coës hor pechejou veniel, mæs ne domp quet

  1. [Eccli. V, 8: Non tardes converti ad Dominum, et ne differas de die in diem.]