Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/429

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
397
pedervet loden.

anavezet hac heuillet e pep amzer er guir Ilis, mam ha patronez an oll zænt, a zo ur breuven sclær penos an Ilis santel-se a zo bet ato persuadet eus an obligalion en deus pep-ini da goës e oll bec’hejou da vinistret Jesus-Cnrist, hervez ar gourc’hemen en deus græt deomp e-unan, hac ervez greden ha pratic an oll dud fidel abaoue commançamant ar gristenach : an doctrin-ma eo ive doctrin ar c’honcil a Drant (Session 14, ch. 5).

3° An obligation hon deus da goës hor pec’hejou a brouer dre’r memes argumanchou dre bere hon deus prouet penos ar goëssion a zo bet instituet gant Jesus-Christ e-unan, ne vezo eta ajoutet ama, nemet an argumant pehini a re guechal sant Augustin [1] : bugale d’ar guir Ilis, emezan, e tleomp ober pinigen evel ma c’hordren deomp ar vam santel-ma ; hoguen an Ilis ne lavar quet deomp hepquen detesti hor pechejou, mæs ive o c’hoës ha satisfia evitho, autramant, eme ar memes doctor, e ve inutil ar galloud en deus roet Jesus-Christ d’e vinistret, da liama pe da zisliama ac’hanomp, da zeri ouzomp pe da zigueri deomp dor an êe… Certen eo penos ez-omp obliget da goës dindân boan a bechet marvel, pa en em gavomp en articl ar maro, pe en un danger bras-hennac, dre exempl, var ar poent da ober ur veac’h [sic] dangerus : ma ne allomp quet coës, e tleomp da viana requeti en ober, rac beza ez-eus ive ur binigen a zezir hac a voad evel ur vadiziant… Certen eo c’hoas penos ne dleomp quet differi hor c’hoëssion betec ar maro, nac ive betec un danger bras-bennac, rac sacramant ar binigen a zo instituet gant Jesus-Christ evel ur

  1. [Ne gaver ket seurt gerioù en oberoù gwirion sant Aogustin.]