Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
quenta loden.


urs eus ar silvidiguez, mæs ne gomprenomp quet ive ar mysteriou a velomp en urs eus an natur : ne gomprenomp quet penos e tivoan an ed ; eus a be zourcen e teu an avel ; penos ar glao en em scuill var an douar en ur fæçon quen admirabl : ne gomprenomp quet penos eo bet dispartiet ar mor diouz an douar, penos e sao, e tisquen, hac e chom ato cousgoude er plaç a zo bet merquet dezan gant an dorn a Zoue : ne gomprenomp quet penos eo bet unisset hor c’horf hac hon ene pere a zo diou zubstanç quen diffarant ; penos ar gomz en em gav var hon teod ; penos e c’hallomp guelet quement a draou gant mab-hon-lagad pehini a zo quer bian, ha penos ar boued a zebromp a zo cenchet ennomp e quic hac e goad. Mysteriou ar feiz, evel an traou-ma oll a zo incomprenabl, da lavaret eo huelloc’h eguet ræson an den, mæs n’ez-int quet control d’ar ræson : rac ne lavaromp quet penos tri Doue ne reont nemet unan, mæs penos ez eus tri ferson en un Doue : ne leveromp quet quen-nebeud penos an eil ferson, Doue ar Mab, a zo bet, evel Doue, ganet ha crucifiet, mæs penos o veza Doue a bep eternite, en deus, evit hor zavetei quemeret ur c’horf hac un ene eveldomp ê corf ar Verc’hes Vari ; hac ez-eo bet, evel den, ganet ha crucifiet, hac evel Doue en deus staguet ur prix infinit ous e souffrançou. Ar ræson ne gompren quet ar guirionezou-ma pere, evel oll berfectionou Doue, a zo henvel ous a ur mor-bras a behini na eller quet tizout ar goëled, mæs en em zervichout a allomp anezi evit anaout hac int a zo bet discleriet deomp gant Doue ha proposet deomp gantan da gredi: m’ar en deus parlantet Doue, e tleomp credi couls ar