Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
doctrin ar guir gristen.

pez ne gomprenomp quet, evel ar pez a gomprenomp : ur c’hrouadur a gred ar pez a vez espliquet dezan : hoguen, Doue, eme an abostol, en deus parlantet deomp guechal dre c’hinou ar brofetet, ha brema, da ziveza, dre c’hinou e Vab unic, hor Zalver Jesus-Christ : comzou Doue eo a lennomp en Testamant ancien hac en ini nevez. An Testamant ancien, scrifet aroc Jesus-Christ, a zo ar merq eus an allianç a reas Doue gant Abraham ; hac an Testamant nevez, scrifet goude Jesus-Christ, a zo ar merq eus an allianç en deus graet gueneomp oll dre ar vadiziant. Den ræsonabl-ebet na ell caout an disterra douetanç var ar pez a zo merquet el levriou divin-ma. Moyses pehini en deus scrifet ar pemp levr quenta eus an Testamant ancien, a veve en amzer ar batriarchet : Amram, e dad, en devoa guelet Levi, ha bevet pell-amzer assamblez gantan : Levi en devoa bevet tri bloas ha tregont gant Isaac pehini a oa bet epad anter-cant vloaz e compagnunez Sem ; Sem a oa bet trivec’h vloas ha pevar-uguent assamblez gant Mathusalem, ha Mathusalem en devoa bevet pell-amzer gant hon tad quenta Adam. Evel-se, Moyses ne ra, en ur fæçon bennac, nemet raporti histor e famil. An traou raportet gantan a zo important bras : beza ez-int ezennou, custumou, cerimoniou ar bobl a Israel : mar en divize raportet un dra bennac faus, ar re-all o divize ên discuillet hep dale ; mæs er c’hontrol beza o devoa evito ur respet ar brassa : o c’honservi a rent en templ ; o len a rent ê public hac ê particulier ; al lizerennou anezo memes o devoa contet. Josue, Salomon, Esdras, hac ar re-all pere o deus scrifet al levriou sacr o deus--