Zalver, a ra quement-all : an drouc sperejou a heanne ive da vlasphemi en ifern, ma c’heanne o zourmanchou : an aër ne flêm ordinalamant, ne-met an ini a deu d’e egasi : ret eo eta souffr pep-tra ha gant pep seurt tud, non pas hepquen ur vech-bennac, mæs bepret. Red eo perseveri bete’r fin, na eller quet ober accord gant Doue evit un amzer, ret eo ober ar peoc’h ganthan hep termen-ebet. M’em bezo sourci eus va fec’het, eme ar profet roue : cogitabo pro peccato meo [1] ; petra sinifi, eme sant Augustin, caout sourci eus ar pec’het ? Ma lavarrac’h, eme an doctor-ma : m’em bezo sourci eus va gouli, ha ne dê quet guir e c’hententac’h dre guemen-se, ober ho possubl evit e barea ! [2] Grit, da viana, ar memes trâ evit en em zizober eus ar pec’het. An ini en deus ur propos ferm d’en em gorrigea, a examino penos e c’hallo dont a ben eus a guemen-se hac a lavaro gant an abostol : piou am dispartio-me diouc’h Doue pehini a garan ? [3] Piou ? an amezeguez-se gant he goal-deodadou ? an den bavard-se gant e gomzou vil ha lubric ? ar mezvier-se gant e aliou-fall ? Nan, netra tout, nac an naoun, nac ar sec’het, nac ar vuez, nac ar maro, ne allo mui va ampech da garet Doue !
Ar goëssion a zo un accusation humbl pehini a ra ar pec’her e-unan secretamant eus e oll bec’hejou da ur belec aprouet, evit caout pinigen hac absolven anezo.
1° Un accusation humbl : coës a so en em ac-