Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/422

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
390
doctrin ar guir gristen.

pos ferm da vervel quentoc’h evit cometi biquen ur pec’het marvel hepquen.

Ar propos ferm a zo ur volontez sincer da cench, hac a zo ive absoluamant necesser evit beza reconciliet gant Doue : rac ar gontrition e deus daou dû ; unan pehini-so troet varzu an amzer dremenet, hac un all varzu an amzer da zont : memori a ra ar pec’hejou tremenet, evit o detesti, ha prometi a ra ober mâd evit an amzer da zont : pœnitemini et convertimini ut deleantur peccata vestra [1] ; ar c’heuz evit an amzer dremenet hac ar gonversion evit an amzer da zont, a zo necesser o daou ; an eil hep eguile a so inutil : ar c’heuz hep propos ferm, a zo henvel ous a ini ar re zaonet : an dud-ma, eme ar fur Salomon [2], o deus ive queuz hac a zo mantret a galon da veza en em lezet da heuill o goal inclinationou, mæs quemen-se a zo inutil evitho, o veza ne allont mui cench : henvel eo ive ar seurt tud-ma ous a vugaligou o tesqui bale, pere, o veza cuëzet, a chom da grial o c’hortos eur re-bennac d’o Zevel, hep en em sicour o-unan : henvel int c’hoas ous a un den pehini, o veza cuëzet, a lavar en deus queuz hac a guntunu da vale dre’r memes hent risclus. Ar re-ma oll n’o deus quet ar propos ferm pehini-so ur volontez guirion da cench, non pas dindân certen conditionou, mæs petra-bennac a ouffe da erruout : daouest da bep-tra, e renquer beza resolvet da souffr quement coll, quement injur, quement affront a ouffe da ziguëout gueneomp, hep jamæs en em vengi, rac ma na brometomp beva e peoc’h nemet gant ar re hor c’har ha gant ar re ne reont netra control d’hor zantimant, pe seurt milit hon deus-nî ? Ar bayanet, eme hor

  1. [Act. III, 19.]
  2. […]