Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
388
doctrin ar guir gristen.

evel-se, an ini a bræfer mont eus a un ty, eus a ur garg enorabl, eus e vro memes, evit gallout en em viret a bec’het, a zisquez en deus ur gontrition souveren pehini a ra dezan præferi Doue d’an draou-se-oll. An daëlou ive, petra-bennac ne dint quet ato ur merq certen, a zo cousgoude alies ur merq-mâd; evel-se ar roue David a lavare, an daëlou en e zaoulagad : pec’het em eus a-enep Doue : peccavi Domino [1]. Sant Per o veza nac’het e væstr-mâd, en em dennaz a gostez evit goela e bec’het : egressus foras, flevit amarè [2]. Ar Madalen e devoa quement a gueuz d’he fec’hejou quen a velc’he treid hor Zalver gant an daëlou eus he daoulagad : cœpit lacrymis lavare pedes ejus [3]. Mæs ar merq surra a gontrition eo ar cenchamant a vuez ; rac an den a vez anavezet eus e œuvrou, evel ar vezen eus he frouez.

Evel ma c’hell ar gontrition sortial eus a ziou zourcen diffarant, eus ar garantez evit Doue pe eus ar spount rac poaniou an ifern, an deologianet o deus diffarantet diou seurt contrition, ar gontrition parfet hac ar gontrition imparfet pe an attrition. Ar gontrition barfet a zo ur glac’har er galon da veza offancet Doue, abalamour ma’z-eo infinimant mâd ha ma displich dezan ar pec’het ; an attrition a zo ive ur glac’har er galon, mæs ur glac’har concevet dre’r spount rac poaniou an ifern pere a vilit ar pec’het… Cals diffaranç-so etre an diou gontrition-ma: ar gontrition barfet a zo meulaploc’h en he motivou ha profitaploc’h d’an den. Meulaploc’h en he motivou : ar gontrition barfet a zo fontet var ar garantez evit Doue, hac an attrition var ar spount rac poaniou an ifern. An doujanç quenta a zo doujanç ar c’hrouadur

  1. [II. Reg. XII, 13.]
  2. [Matth. XXVI, 75 ; Luc. XXII, 62.]
  3. [Luc. VII, 38 (“rigare pedes”).]