Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/419

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
387
pedervet loden.

bec’hejou : convertimini et agite pœnitentiam ex omnibus iniquitatibus vestris [1] ; taulit-pell diou-zoc’h hoc’h-oll fallagriez : projicite à vobis omnes prævaricationes vestras [2]. Lavaret a reomp penos eo ret detesti da viana an oll bec’hejou marvel, rac an absolven a ell effaci an oll bec’hejou marvel, hep effaci ar pec’hejou veniel pere ne reont quet deomp coll graç Doue, ha pere, er moment ma tetestomp anezo, a ell beza effacet dre’r glac’har-se, dre’r beden, dre’r gommunion, dre’n œuvrou-mâd ha dre gals a voyenou-all, nemet hon devezo ar volontez d’o c’hoës quenta ma vezo possubl deomp. Ne dê quet absoluamant necesser coës ar pec’hejou veniel, mæs necesser eo absoluamant coës hon oll bec’hejou marvel, rac an eil na ell quet beza effacet hep eguile ; hac evel ma’z-eo diæz diffaranti ar pec’hejou veniel eus ar pec’hejou marvel, ha dangerus-bras derc’hel hor c’halon stag ous a ur pec’het veniel bennac, e tleomp detesti ha coës hon oll bec’hejou, quen marvel, quen veniel.

4° Ar gontrition a dle, erfin, beza souveren : ar pec’het a so ar guir drouc, an drouc souveren ; ar glac’har da veza e gometet a dle beza ive ur glac’har guirion ha souveren, da lavaret eo, e tleomp caout mui a c’hlac’har da veza offancet Doue eguet eus a guement drouc a ouffe erruout gueneomp. Pa leveromp penos e tleomp beza muioc’h glac’haret da veza pec’het eguet da veza collet hor yec’het, hon tud, hor madou, hon enor, ne barlantomp quet eus a ur zansibilite naturel pehini ne ellomp quet da gommandi, mæs eus a ur glac’har a ræson, pehini a ra deomp, eme sant Bonavantur, præferi Doue da bep trâ [3];

  1. [Ezech. XVIII, 30.]
  2. [Ibid., 31.]
  3. [Bonav., I. Sent., dist. 17, p. 1, art. 2, q. 1, ad 9um ; ha lec’hioù all.]