Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/407

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
375
pedervet loden.

Sant Ian-Badezour, pehini ho poa santifiet aroc ma teuas var an douar, a lavare gant guirionez penos ne oa quet din da zilaça ho poutou : non sum dignus solvere corrigia calceamenti [1] ; sant Per, prinç an ebestel, ho suplie guechal da bellaat diouthan, abalamour ne oa, emezan, nemet ur pec’her paour : exi a me, quia homo peccator sum, Domine [2]. Ar c’habiten a behini e parlant an Aviel ne grede quet ho convia da anlren en e dy : Autrou, emezan, ne doun quet dîn a guémen-se ; mæs lavarit ur goms hepquen, ha va servicher a vezo rentet pare : sed tantùm dic verbo et sanabitur puer meus [3]. Ar c’homzou-ma hepquen, ô va Doue, eo a gredan ive da brononç : lavaret a rêr eus ho pers d’am ene : erru eo ho pried divin, en em hastit da vont d’e ziguemeret : eccè sponsus venit, exite obviàm ei [4] ; mæs, allas, ne gredan quet avanç varzu ennan, ha n’em eus nemet an ners da lavaret : va Doue, ne doun quet dîn : Domine, non sum dignus… Ama eta, ô va Doue, prosternet en ho præsanç, ama var va daoulin, va daouarn juntret, va c’halon leun a c’hlac’har, me a c’houlen pardon diganeoc’h euz va fec’hejou tremenet : lavarit ur goms hepquen, hac e vezint oll effacet, ha va ene a vezo rentet pare : et sanabitur anima mea [5]… O burzud, ô sacramant, ô carantez ! va guervel a rit, ô va Zalver Jesus ! ha squei a rit var dor va c’halon : eccè ad ostium sto et pulso [6]… Antreit, ô va mæstr divin, antreit, mar plich gueneoc’h ; digor eo evit ho receo ar galon-se pehini hoc’h eus crouet, pu-rifiet ha santifiet dre ho graç ! Antreit, ô Jesus, ha grit enni ho temeuranç, a vrema, da jamæs ! Amen. Fiat ! fiat !

  1. [Marc. I, 7 ; Luc. III, 16 ; Joan. I, 17.]
  2. [Luc. V, 8.]
  3. [Matth. VIII, 8.]
  4. [Matth. XXV, 6.]
  5. [Komzoù an oferen.]
  6. [Apoc. III, 20.]