Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/406

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374
doctrin ar guir gristen.


Un dezir-bras : anaout a rit, ô va Doue, an dezir am eus d’en em unissa gueneoc’h dre’r gommunion santel : clevet a rit an huanadou eus va ene hac eus va c’halon : gemitus meus a te non est absconditus ! [1] Ia, va Doue, evel ma querz ar c’haro varzu an dour evit terri e sec’het ; evel ma tezir un den squis ar fin eus e labour evit gallout en em reposi ; evel ma tezir ur paour præst da vervel gant an naon, an alusen digant ar pinvidic, evit caout peadra d’en em zoulagi ; evel-se va ene a zezir ho receo, ô va Zalver ha va Doue ! Quemadmodùm servus [sic] anhelat ad fontes aquarum, ità desiderat anima mea ad te, Deus [2]. Leun oun a devaligen, mæs c’hui, ô va Doue, eo an ini-so sclerigen ar bed ; poursuet oun a bep-tû gant adversourien va silvidiguez, mæs c’hui gant ur goms hepquen a ell o lacat da guemeret an tec’h ; va ene a zo gouliet gant ar pec’het, mæs c’hui eo ar medicin souveren ; me eo an dânvad dianquet, mæs c’hui, ô va Jesus, eo ar pastor-mâd [3] ; me eo ar buguel prodig a behini eo parlantet er Scritur [4], mæs c’hui eo an tad mâd ha carantezus pehini a fell deoc’h va fardoni ha va receo ; deut eta, va Doue, deut ha quemerit possession eus va c’halon !

Un humilite barfet : mæs, allas ! piou oun-me, ha piou ez oc’h-hu hoc’h-unan, ô va Doue ! me ne doun nemet sempladurez ha fragilite ; ur prêon-douar ha non pas un den, ego sum vermis et non homo [5], din da veza goapeet ha dispriset gant an oll, opprobrium hominum et abjectio plebis [6]. Penos e credden-me hepquen parlant ouzoc’h, ô va Doue, me pehini ne doun nemet poultr ha ludu : loquar ad Dominum, cùm sim pulvis et cinis ! [7]

  1. [Ps. XXXIV, 10.]
  2. [Ps. XLI, 2-3.]
  3. [Gw. Luc. XV, 3-7.]
  4. [Gw. Luc. XV, 11-32.]
  5. [Ps. XXI, 7.]
  6. [Ibid.]
  7. [Gen. XVIII, 27.]