Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/394

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
362
doctrin ar guir gristen.

da receo ar gonfirmation gant un exterior humbl ha modest, hac ur viscamant dereat : dre respet evit ar sacramant e tleer beza var yun, nemet e cas a glênved, ha nemet roet e vez ous ar pardæz. Cueza e pec’hejou marvel goude beza e recevet, eo chasseal ar Speret Santel eus hor c’halon pehini a oa deut da veza e dempl beo hac ar plaç eus e zemeuranç. Ur c’hristen-mâd a dle goulen alies digant Doue, donæzonou ar Speret Santel, ha lavaret en intantion-se ar Veni, Creator, pe ar beden-all bennac.




SACRAMANT AN AUTER.


Sacramant an auter a zo ur sacramant e pehini e ma, e guirionez, corf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jesus-Christ, dindân ar speçou pe an apparançou a vara hac a vin.

I. Ur sacramant, da lavaret eo, ur zîn sansibl eus a ur c’hraç invisibl, instituet gant hor Zalver Jesus-Christ evit hor santifia. Ur zîn sansibl, guelet, touch, tânva a rer ar speçou a vara hac a vin, ha sinifiout a reont penos corf ha goad hor Zalver a zo magadurez hon ene evel ma’z-eo ar bara hac ar guin magadurez hor chorf... Eus a ur c’hraç invisibl : Jesus-Christ, ar sourcen eus an oll graçou, eo a recevomp er sacramant-ma, dindân ar speç a vara pehini dre gomzou ar gonsecration a zo cenchet e corf hac e goad hor Zal-ver... Instituet gant hor Zalver Jesus-Christ, rac Doue hepquen en deus ar galloud da staga ar c’hraç eus a zinou sansibl evel ar sacramanchou, ha d’o lacat d’e frodui dreizo o-unan, ex opere