Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/393

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
361
pedervet loden.

Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel ; e c’hanavezomp an effejou eürus eus ar gonfirmation, da lavaret eo, ar graçou hac an ners a recevomp dre sîn ar groas ha dre hano an Drindet santel. An taulic-bian a sco an escop var hor schod a sinifi ez-omp laqueet, evel guir soudardet da Jesus-Christ, e stad da souffr a bep seurt affronchou ha tourmanchou evit souten nor feiz.

III. An dispositionou requis evit receo santelamant ar gonfirmation, a zo beza instruet-mâd, beza e stad a c’hraç ha caout un exterior humbl ha modest. Ret eo anaout-mâd ar guirionezou quenta eus hon religion santel, ar mysteriou principala eus ar feiz, an actou a dleomp da ober bemdez en hor pedennou, evel ma’z-eo an actou a adoration, a feiz, a esperanç hac a garantez, ar Gredo, gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, ar sacramanchou, an dispositionou requis evit o receo, hac ar finvezou diveza eus an den, etc… An instruction gristen a zo bara an ene ; hac evel ma renq un den caout muioc’h a voued evit ur c’hrouadur, evel-se ive an dud a receo ar gonfirmation a dle beza guelloc’h instruet eguet ar vugale. Ret eo beza e stad a c’hraç : ar gonfirmation a zo unan eus a sacramanchou ar re veo, da lavaret eo, unan eus ar sacramanchou a dleomp da receo, o veza beo dirac Doue eus a vuez ar c’hras : an ini eta a receo ar gonfirmation o veza e stad ar bec’het marvel, a brofân goad Jesus-Christ, hac a gomet ur sacrilach horrubl. Rac-se, e tleomp en em zisposi da receo ar sacramant-ma evel da receo ar gommunion, hac ordinalamant e communier en deiz ma recever ar gonfirmation, pe en deiz diaroc. Ret eo en em bræsanti

16