Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/391

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359
pedervet loden.

ebestel [1] penos sant Per ha sant Ian a voue cacet gant an ebestel-all da rei ar gonfirmation da habitantet Samarï, instruet ha badezet gant an disquibien pere, o veza beleyen simpl, n’o devoa quet ar galloud da gonfirmi, rac m’o devize bet, n’o dize quet distroet an daou abostol, sant Per ha sant Ian, eus o labourou apostolic, evit dont da rei ar gonfirmation da Samarï. An daouzec abostol eo eta a zo bet an daouzec escop quenta : int hepquen, o devoa ar galloud da rei ar gonfirmation hac an urs pere-so ar berfection eus ar vuez christen, ha na eller, evel ar vadiziant, da receo nemet ur vech. Ar vadiziant o veza absoluamant necesser evit beza salvet, Doue a zo falvezet dezan e c’halje pep den badezi e cas a necessite, oc’h en em zervichout evit-se eus ar pez a zo communna, da lavaret eo, eus a zour naturel. Dre voyen ar sacramanchou-all, e recevomp ar vagadurez, ar remejou hac ar sicourou a bere hon deus alies ezom, hac abalamour da ze, Doue a bermet d’an oll veleyen o rei d’e vugale. O madelez, ô furnez, ô urs admirabl eus a brovidanç Doue !… Tadou ha doctoret an Ilis a lavar ive penos an esquibien hepquen a ell rei ar gonfirmation hac an urs, ha penos an oll veleyen-all aprouet a ell rei ar pemp sacramant-all. Houma eo c’hoas doctrin an Ilis hac e particulier doctrin ar c’honcil a Drant, pehini a deu da ercumunugui nep piou-bennac a zoutenfe un doctrin gontrol [2].

II. An escop a ro ar gonfirmation en ur bedi evit ar re a ale beza confirmet, oc’h asten e zaouarn a zioc’h o fen, en ur frotta o zall gant an oleo sacr hac en ur brononç ar c’homzou pere-so furm ar sacramant. An escop a bed Doue aroc

  1. [Cf. Act. VIII, 14-17.]
  2. [Concil. Trident., Sess. VII, can. 3, ha Sess. XXIII, can. 4.]