Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/392

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
360
doctrin ar guir gristen.

rei ar gonfirmation, evit goulen benedictionou an êe bac evit suplia ar Speret Santel da zisquen var an oll dud a dle beza confirmet. E quemen-ma e c’heull exempl an ebestel pere a bede ive evit ar re a gonfirment : oraverunt pro eis ut acciperent Spiritum Sanctum [1]. Asten a ra e zaouarn evit sinifiout penos ar Speret Santel a zisquen var an dud a gonfirm, hac o c’harg eus an abondanç eus e c’hraçou ; ar pez a ra c’hoas, evel a reas an ebestel o-unan : tunc imponebant manus super illos et accipiebant Spiritum Sanctum [2]. Ober a ra var o zall un onction gant an oleo sacr : an oleo sacr a so composet a eol olivez hac a vaum, hac a vez consacret solanelamant gant an escop epad an oferenn bred d’ar yaou amblid : an eol a zouça hac a grênva naturelamant an objedou eus a bere e vez frottet, evel-se an escop a ra un onction gant an oleo sacr var hon tall evit rei deomp da entent penos graç ar Speret Santel a rent douç ar pez a zo rust ha c’hoëro, hac æz ar pez a zo diæz e lezen Doue. Ar baum pehini a leusq c’huëz-vâd hac a bræserv eus ar gorruption a ro da gompren penos graç ar Speret divin hor bræserv eus ar pec’het, hac a ra deomp leusquel partout, dre hon exemplou zantel, c’huëz-vâd hor Zalver Jesus-Christ : Christi bonus odor sumus [3]. An onction-ma a vez græt var hon tall evit rei deomp da gompren penos an effet quenta eus ar gonfirmation eo hor c’hourachi da zuporti hep mez, ha gant joa, pep-tra evit Doue hac ar maro memes quentoc’h evit renonç d’hor feiz. Dre’r c’homzou-ma pere a brononç an escop en ur ober un onction var hon tall : me ho merq eus a verq ar groas, hac ho confirm gant an oleo a silvidiguez, en hano an

  1. [Act. VIII, 15.]
  2. [Act. VIII, 17.]
  3. [II. Cor. II, 15.]