Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/382

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
doctrin ar guir gristen.

ho trugarez, hoc’h eus græt d’în guenel er religion gristen ha beza bræsantet en ilis : eno, var ar men-fond, hoc’h eus guelc’het, purifiet ha santifiet va ene dre zour ar vadiziant ; eno, hoc’h eus scrifet va hano el levr a vuez ha va c’hemeret evit unan eus ho bugale ; eno, ez-oun deut da veza unan eus a vemprou Jesus-Christ, hæritour d’ho rouantelez ha templ beo ar Speret Santel. N’ho boa accordet d’în, ô va Doue, ar graçou caër-se, nemet goude m’am boa renoncet da Satan, d’e œuvrou ha d’e bompou, ha m’am boa prometet observi ho c’hourc’hemennou santel… Mæs, allas, va Doue, toret em eus promessaou va badiziant ; pec’het em eus a-enep an êe hac en ho præsanç ! nan, nan, ne vilitan mui beza hanvet ho crouadur, rac collet em eus dre va faut ar guir ho poa roet d’în en ho rouantelez ; militet em eus an ifern ; eno e tleie beza va flaç eternelamant, ma ho pize va zretet hervez ar rigol eus ho justiç : mæs ho trugarez e deus parlantet em faver : ne fell quet deoc’h maro ar pec’her, ô Doue a vadelez, ne glasquit nemet e gonversion hac e silvidiguez, ha ne c’houlennit nemet e tistroï ouzoc’h gant ur galon gontristet hac humiliet. Gant ar zantimanchou-se, ô va Doue, eo e quemeran an hardizeguez d’en em brosterni dirac ho majeste divin evit anzao va fec’hejou, o detesti ha renonç dezo da viquen, hac evit nevezi va-unan ar promessaou ô devoa græt evidon va faëron ha va maëronez.

Ama eta, var va daoulin, e faç an êe hac an douar, dirac an auter sacr, e præsanç ministret Jesus-Christ, e renonçan va-unan, libramant ha dre va bolontez franc, d’an drouc speret, d’e