Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/381

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
349
pedervet loden.


Actou evit nevezi promessaou hor badiziant hac en em gonsacri d’ar Verc’hes.

Ur c’hustum ancien eo etouez ar religiused hac al leanezed, nevezi bep bloas ho vœuïou : hon tadou santel ar pabed hac an esquibien a zo en em obliget da zelebri bep bloas, devota ma ellont, ar memor eus an deiz ma zint bet sacret. Ar c’honcilou a ali ive ar veleyen, da ober ar memes trâ, bep bloas, en deiz ma o deus recevet an urzou sacr. Dre’r memes ræson, pep christen a dle celebri, bep bloas, an devez m’en deus recevet ar vadiziant, o tremen an deiz-se gant mui a zevotion, en ur drugarecât Doue eus a ur c’hraç quer precius, en ur nevezi ar promessaou o devoa græt evithan, e baëron hac e vaëronez, hac en ur c’houlen pardon eus e infideliteou da bromessaou e vadiziant... Sant Gregor a Nazianç [1] a recommand d’an tadou ha d’ar mamou digaç da zonch d’o bugale eus a zeiz o badiziant, evit ma nevezint, en deiz-se, ar promessaou græt evitho. Ar beden-ma a zo mâd ive da len e pep amzer, ispicial goude ur retret, d’ar zul, ha quellies guech ma comrmmier.

peden evit nevezi promessaou hor vadiziant.

Va Doue , guelet a rit prosternet dirazoc’h ur pec’her paour pehini a anzao, gant humilite, e ingrateri en andret ho madelez infinit. Concevet er pec’het, ez-oun deut var an douar, ô va Doue, un objet a horrol dirac ho taoulagad, un esdav d’an drouc speret, ur victim destinet da zêvi eternelamant en ifern : mæs, dre un effet eus

  1. [Greg. Naz., Orat. XL in s. Bapt.]