Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
doctrin ar guir gristen.


commançamant, na birviquen n’en devezo fin : c’hui a oa, ô va Doue, eme ar profet, aroc ma oa furmet ar meneziou, ha c’hui a vezo evit ur jamæs : al labour eus ho taouarn a dremeno ; mæs c’hui a chomo æternelamant, hac ho plaveziou n’o devezo fin-ebet… Doue a zo oll-galloudec : ên eo, eme ar Scritur, an ini pehini gant unan eus e zivrec’h a zalc’h ar firmamant, ha gant ar vrec’h-all a vuzul goëled ar mor ; an ini a laca ar meneziou er valanç hac a had an enezennou, evel ma c’had an den ar boultren dre an hent ; an ini dirac pehini an oll nationou a zo evel pa na vent quet : tanquàm nihilum ante te [1]… Doue ne zepand eus a zen, nac eus a netra : en effet, eus a biou hac eus a betra e tepandfe Doue ? Ar bed-oll a zo etre e zaouarn evel un pod pri etre daouarn ar poder : sicut lutum in manu figuli [2] ; inutilamant en em armfe an oll dud crouet en e enep ; evit o lacat-oll da guemeret an tec’h, n’en deus nemet en em zisquez : un act eus e volontez, ur gomz eus e berz a zo avoalc’h evit o c’honfonti, an ezen eus e halan a ell o discar-oll hac o distrugea… An oll draou crouet a cench, mæs Doue a zo ato ar memes tra. Pa leveromp penos Doue a bunis hac a bardon, quemen-se ne zupos cenchamant ebet ê Doue, ni eo ar re a cench : Doue a zo ato just, ha dre eno ato courroucet ous ar pec’het ; beza ez-eo ato trugarezus, ha dre eno ato touchet dre ar glac’har hon deus da veza en offancet. En em bræsantit dirac ur mellezour pa viod ê coler ; ar mellezour ho repræsanto coleret ; mæs en em bræsantit dirazan leun a joa hac a gontantamant, hac ho repræsanto joaus ha contant ; c’hui eo eta a cench, ha non pas ar mellezour : livirit ar memes tra eus a Zoue.

  1. [Ps. XXXVIII, 6]
  2. [Jer. XVIII, 6]