Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
quenta loden.


III. Crouet en deus pep tra : Doue eo en deus crouet an êe, an douar, ar mor, an ælez, an dud, en ur guer, an oll draou a veler hac ar re na veler quet. Croui a sinifi ober un dra bennac eus a netra, hac a zupos ur galloud infinit. Un artisan a ell ober ur peç dillad, ur voguer, ur peç meubl, mæs red eo dezan caout peadra evit gallout ober e labour, ne all ober netra eus a netra : Doue er c’hontrol en deus græt quement-so, hepquen, dre e volontez, e c’halloud hac e goms : lavaret en deus, eme ar Scritur, ha pep tra a zo bet græt : dixit et facta sunt [1]. Ur general a arme a lavar d’e soudardet : baleit, hac e valeont ; chomit, hac e chomont ; senti ha mania a reont assamblez evel pa na vê nemet un den : cetu, eme Vossuet, un imach dister eus ar galloud a Zoue pehini en deus græt pep tra hac a gommand da bep tra.

IV. Doue ive a c’houarn pep tra dre e brovidanç divin. Ar zourci a guemer an Autrou Doue eus an oll draou crouet a zo hanvet e brovidanç. Gouarn a ra pep tra ha ne erru netra er bed nemed dre e volontez pe e bermission. An amzer-vad hac an amzer-fall, an domder hac ar yenien, an abondanç hac an dienez, ar brosperite hac an adversite, ar vuez bac ar maro a recevomp oll digantan : bona et mala, vita et mors à Deo sunt [2]. Doue a ro deomp pep tra, hac hor priv, hervez e volontez, mæs ato evit hor brassa-mad. Mar guëlit an dud fall pinvidic hac enoret var an douar, hac an dud just er c’hontrol, en dienez ha dispriset, ne guemerit quet ac’hano occasion da vurmuli a enep ar Brovidanç divin : an dud falla-tout a ra un œuvr-vad-bennac, ha Doue o recompanç

  1. [Ps. CXLVIII, 5.]
  2. [Eccli. XI, 14.]