Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/378

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
346
doctrin ar guir gristen.

tam æternam. Ar Gredo hac ar Bater a vez lavaret en ur antren, evit disquez penos ne aller beza, nemet dre’r guir feiz, bugale da Zoue ha d’an Ilis, na caout guir e rouantelez an êe. Neuse ar belec erruet e quichen ar men-fond a ordren c’hoas, eus a bers an Drindet santel, d’an drouc speret, tec’het pell diouz ar c’hrouadur-se, pehini-so choaset gant Doue evit beza templ beo ar Speret Santel: ut fiat templum Dei vivi, et Spiritus Sanctus habitet in eo. Goude, oc’h heuill exempl hor Zalver pehini a bareas un den bouzar ha mud, en ur frotta gant un nebeudic cranch e ziou-scouarn hac e ziou-fronel, ar belec a ra ar memes tra en ur lavaret ar memes comzou, evit digueri diou-scouarn ar c’hrouadurda glevet gant joa comzou Doue hac e ziou-fronel evit ma santo ar c’hüez-vâd eus a vertuziou hor Zalver Jesus-Christ, evit ma c’hallo o c’haret hac o heuill epad e vuez. E ziou-scouarn o veza evel-se digoret d’ar virionez, ar belec a c’houlen diganthan ha renonç a ra d’en drouc speret, d’e bompou ba d’e œuvrou, hac o veza e glêvet o respont penos er gra, a greiz e galon, e quemer neuse eus an oleo sacr, hac a ra un onction var e bultrin hac etre e ziscoas, evit rei dezan da entent penos e vuez a vezo ur brezel continuel a-enep ar bed, ar c’hic hac an drouc speret, hac e renco beza præst da souffr pep-tra, ar maro memes, evit souten ar feiz… Goude beza evel-se disposet ar c’hrouadur hac e glêvet, o lavaret penos e cred ê Doue hon tad oll-galloudec, crouer an êe hac an douar ; hac ê Jesus-Christ e Vab unic hon Autrou, pehini so bet ganet hac en deus souffret ar maro evidomp ; penos e cred er Speret Santel, er Ilis santel, ca-