Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/379

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
347
pedervet loden.

tholic, apostolic ha romen, e communion ar zænt, e remission ar pec’hejou, e resurrection ar c’horfou hac er vuez eternel, ha penos en deus un dezir-hras da receo ar vadiziant, ar belec a scuill var e ben an dour mysterius, hac er memes amzer graç an Autrou Doue er guelc’h eus ar pec’het originel, hac er choas evit oher ennan he demeuranç. Goude beza scuillet dour ar vadiziant var ben ar c’hrouadur, ar helec a ra ive var e ben un onction gant an oleo sacr, evit e gonsacri da Zoue en ur fæçon-bennac, evel ma vez consacret ar veleyen hac ar rouanez. Evel-se, sant Per a lavar penos ar gristenien a zo un nation choazet, ur hobl santel a veleyen hac a rouanez : genus electum, regale sacerdotium, gens sancta, populus acquisitionis [1]. En effet, o veza, dre’r vadiziant, memprou da Jesus-Christ, an union hon deus ganthan hon rent participant eus e veleguyach hac eus e galite a roue an êe hac an douar. Ouspen, gallout a eller lavaret ez-omp oll beleyen, en ur fæçon-bennac, abalamour ma zomp-oll obliget, eme an abostol, d’en em offr continuelamant da Zoue evel hostiou beo : ut exhibeatis corpora vestra, hostiam viventem [2]… Rouanez ez-omp ive, dre’r galloud a ro deomp ar c’hraç varnomp hon-unan ha var hor passionou, ha dre ma tleomp rên eternelamant gant Doue en êe. Lacat a rer ur boned guen var ben ar c’hrouadur, evit en avertissa da gonservi betec ar maro, innoçanç e vadiziant, a behini ar boned guen-se a zo ar merq hac ar zymbolen. Ur c’houlaouen a vez ive laqueet dezan en e zorn, evit m’en devezo memor e tle rei an exempl-vâd, ha derc’hel ellumet en e galon an tân eus a c’hraç hac eus a garantez an

  1. [I. Pet. II, 9.]
  2. [Rom. XII, 1.]