Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/335

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
303
teirvet loden.

c’houlennomp digant Doue en articl-ma eus ar Bater : bara, logeis, ur viscamant dereat hervez hor stad hac hor c’hondition : pa hon deus peadra d’en em vaga ha d’en em visca e tleomp beza contant, eme an abostol : habentes autem alimenta et quibus tegamur, his contenti simus [1]. Ne roit dîn, ô va Doue, eme ar fur Salomon, na paourentez, na madou-bras, mæs roit d’în, hepquen peadra da veva (Prov. 30, 8). N’en em nec’hit quet, eme hor Zalver, o lavaret : penos hon devezo-nî peadra d’en em vaga ha d’en em visca ? ho Tad cœlestiel a oar hoc’h eus ezom eus an traou-se-oll : clasquit da guenta rouantelez an êe, hac ar rest a vezo ive roet deoc’h. N’en em ne-c’hit quet o songeal en deiz varc’hoas, e boan a so avoalc’h da bep devez : sufficit diei malitia sua (Matth. 6,31). Goulennomp eta hor bara pemdeziec, mæs o labourat bemdez d’e c’hounit, hac o c’hanzaô goude, gant guirionez, penos e teu deomp eus a zorn ar Brovidanç divin. Oll ez-omp condaonet d’al labour ha d’ar boan abaoue pec’het hon tad quenta : chom hep labourat, ha goulen quement hon deus ezom, a zo tenti Doue, evel goulen eost-mâd ha chom hep hada. En em zicouromp ha Doue hor sicouro ; mæs goude beza graet hor possubl, comprenomp eo digant Doue e recevomp pep-tra ; ar bara hac an traou-all pere hor mag a so diganthan, o veza ne deus nemethan hac alfe lacat an douar da brodui, an had da ziouan ha da gresqui : incrementum autem dat Deus [2]. An dillad a c’holo ac’hanomp a deu c’hoas deomp, evel an traou-all, digant Doue pehini hepquen a ell lacat al lin da gresqui, hac ar productionou-all, evel ar gloan var guein an

  1. [I. Tim. VI, 8.]
  2. [I. Cor. III, 7.]