Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/336

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304
doctrin ar guir gristen.

dênved. En em gonsideromp eta evel peorien pere n’o deus netra anezo o-unan, ha pere a dle goulen bemdez ha bep moment o ezomou digant Doue : panem nostrum quotidianum da nobis hodiè.

Ar pez-so necesser evit hon ene eo graç Doue, e gomzou divin hac ar gommunion santel. Graç an Autrou Doue, da lavaret eo, ar sclerigen, an anoudeguez, an ners necesser evit ober ar mâd hac en em viret oc’h an drouc, a zo buez an ene. An ini ne ma quet e stad a c’hraç, a zo maro dirac Doue ; ne dê beo nemet a hano : nomen habes quod vivas et mortuus es [1]. Bemdez e tleomp eta goulen digant Doue e c’hraçg pehini-so bara pemdeziec hon ene, ha lacat evez-mâd d’he mouga ennomp, o vancout da ober e volontez, da lavaret eo, o vancout da viret e c’hourc’hemennou divin : spiritum nolite extinguere [2]. Comzou Doue, da c’houzout eo, ar c’hatekis, an instructionou santel, an avisou-mâd, al lecturiou devot a zo c’hoas bara an ene ; rac an den, eme ar Speret Santel, ne vev quet hepquen a vara, mæs ive a gomzou Doue [3] pehini a barlant deomp dreizan e-unan, dre voyen e inspirationou zantel, pe dre c’hinou e vinistret ha dre c’hinou at re a zo carguet d’hon instrui eus e bers. Pa deu an Autrou Doue d’hor priva eus e gomzou, ar pez a erru, siouas, pa hon deus goal-offancet e vajeste divin, ar Scritur a lavar penos hon afflich neuse dre’r famin. Me gaço, eme Zoue, ar famin var an douar : non pas ar famin a erru gueneomp pa vezomp privet a vara hac a zour, mæs pa vezomp privet a gomzou Doue [4] : hoguen, evel ma tizesperer eus a yec’het un den pehini na gue-

  1. [Apoc. III, 1.]
  2. [I. Thess. V, 19.]
  3. [Matth. IV, 4.]
  4. [Amos VIII, 11.]