Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
doctrin ar guir gristen.

eus e varo, pa en deus græt evit-se quemen-ma oll.

Evit-se c’hoas e fell d’an Ilis e ve en ornamanchou cals-croaziou hac e ve ur grucifi ê pep templ ha memes var bep auter, evit ma o devezo ar belec hac ar bobl ar zonch eus a bassion hor Zalver, ato præsant d’o speret… Evit-se, erfin eo e ra an Il[i]s planta croaziou er placennou hac en henchou public, hac e c’hali he bugale da gaout crucifiou en o zyez, ha d’o douguen bepret gantho, evit ma vezo doun en o c’halon ar zonch eus a Jesus crucifiet evit hor zavetei.

Ar zonch-ma hon ampech da offanci Doue ; rac, piou eo an ini a garre displijout d’hor Zalver oc’h e velet dispennet, goloet a c’houliou, ha staguet ouz ar groas abalamour dezan ? Barbar pe zisquiantet eo an den a ra goab eus an ini a souffr ar maro evithan… Ar memor eus a bassion Jesus a zervich da denerraat hor c’halonou pa deuont da veza caledet, goude ma hon deus abuset eus a c’hraçou Doue pe gometet ur pec’het grevus-bennac. Mâd eo neuse en em lacat d’an daoulin dirac ur grucifi, aplica anezi var boul hor c’halon, boucha da dreid imach Jesus crudfiet, ha goulen pardon digant Doue dre’r militout infinit eus e bassion hac eus e varo var ar groas… Quemen-ma a zervich da rei deomp courach ha ners en oll boaniou a ell da erruout gueneomp en hor buez : rac, mar doun clân ha mar cavan diæz va goele, va Zalver Jesus a lavar d’în a zivar e groas : o c’hui pehini a zo affliget, grit attantion ha guelit hac ên zo bet biscoas glac’har henvel ous va ini ! Attendite et videte si est dolor sicut dolor meus (Jerem.) ? [1] Mar doun dispriset, e lavar d’în

  1. [Thren. I, 12.]