Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
doctrin ar guir gristen.

net pevar devez-all, evit ma vize muioc’h conform e yun da ini hor Zalver, an Ilis a ordrenas ma vize yunet adalec merc’her al ludu betec ar sul Fasq, ar pez a ra just daou-uguent devez hep conta ar zuliou epad pere ar yun ne dê bet jamæs a obligation… En commançamant ar gristenach, ne ret absoluamant nemet ur pred ous an noz ; mæs abaoue pell amzer, an Ilis a bermet quemeret ar pred-se da grez-deiz, ha dibri c’hoas un draic-bennac ous ar pardæz ; ar c’hart eus ar pez a renqfemp da gaout evit preja, eme an deologianet. Var boent ar pred, ha var ar pez a eller a zibri, pep-unan a dle consulti e ners, anaout ha miret-mâd reglennou e escopti, hac e particulier avis e goëssour. Charl-Magn, roue a Franç, a voue reprenet, abalamour ma quemere epad ar c’horais da deir heur, ar pred-unic a oa neuse permetet ; mæs o veza respontet gant guirionez penos n’er grê nemet dre vadelez evit e oficerien pere ne brejent nemet e c’houde, e c’hobtenas dispanç digant an Ilis pehini o veza ma e deus græt al lezen a ell ive dispansi anezi.

VI. An dud clân, ar groaguez a zoug frouez, ar maguereset, ar veachourien hac ar re o deus labour ten ha poanius a zo dispanset da yun ; mæs an Ilis, oc’h o dispanç eus ar yun, n’o dispanç quet eus an desir da ober pinigen, evel an oll dud-all. Quemeret a dleont ar boued a blich dezo an nebeuta, hac en em gonsideri evel indign d’er c’hemeret epad ma yun ar re-all, petra-bennac ma zint quer coupabl pe goupaploc’h. Ober a dleont aluzennou brassoc’h, pedennou hirroc’h ; ha beza sourciussoc’h da vortifia o oll squianchou naturel. Ar re na ellont quet ober ar