Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
277
eil loden.


V. Yun ar c’horais a zo bet instituet gant an ebestel, da guenta, evit enori ar yun a zaou-uguent devez hac a zaou-uguent nosvez a reas bor Zalver aroc mont da breseg e Aviel ; d’an eil, evit hon disposi da zelebri ar mysteriou-bras eus a bassion, a varo hac a resurreciion hor Zalver ; d’an drede, evit hor præpari da gommunia da Basq gant an dispositionou requis… Ar c’hotuezou, galvet autramant ar pevare-amzer pe an daouzec-deziou, a zo bet instituet gant an Ilis evit consacri da Zoue, dre’r binigen, an oll amzer eus ar bloas; evit tenna varnomp ha var drevajou an douarn benedictionou an êe ; hac evit goulen digant Doue, beleyen hervez e galon, da lavaret eo, beleyen-vâd ha santel.

Hor mam zantel an Ilis he deus ive instituet ar vigilou evit bon disposi choas dre’r binigen da santifia-mâd certen goueliou solanel eus ar bloas. Ober vigil, vigilare, en e sinification guenta, a zo beilla ; abalamour hon tud-coz er feiz a dremene ul loden-vras eus an nos diaroc ar goueliou bras-ma, o pedi Doue ; hirio, dre’r guer ober vigil, e c’hententer hepquen ober abstinanç a guic.

Un diffaranç-vras a oa guechal etre yuniou ar c’horais ha yuniou ar c’hotuerou hac ar vigilou : yuniou ar c’horais a oa rigoliussoc’h ; ne guemeret neuse nemet ur pred bemdez vardro c’huec’h heur eus an nos hep an disterra banne guin : eleac’h en deiziou-all e pere e yunet, ar pred a vize da deir-heur goude crez-deiz, hac un usach moderet a vin ne oa quet difennet… Betec an navet canvet, ar c’horais ne oa nemet a c’huec’h deves ha tregont ; mæs ar bobl fidel o veza goulen-