Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/307

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
eil loden.

zisquez cozni al lezen-ma, e autorite, e c’hatolicite hac e utilite. Quen ancien eo hac ar bed : fontet eo var exempl ar batriarchet hac ar brofetet, ha var exempl hor Zalver e-unan : anavezet eo ha pratiquet dre’n Ilis universel.

III. Ar yun hac ar binigen a zo moyennou excellant evit satisfia da justiç Doue, effaci hor pec’hejou ha tenna varnomp graçou ha benedictionnou an êe : hon distrei a reont eus an drouc, hac hon douguen a reont d’ar mâd. Yunit, eme sant Ian-Chrisostom, evit ne bec’hot quet: jejuna ut non pecces [1] ; poan ho pezo, mæs peguement a boan ne guemer quet ur c’habiten evit desqui e zoudardet da vania mâd an armou ? Poagnit ive eta da zesqui ho corf hac hoc’h oll vemprou da c’hounit ar victor var adversourien ho silvidiguez. Dre’r yun ha dre’r fatig eo e teuer a ben eus a ul loen direiz, evel-se ive e teuot a ben eus ho corf pehini eo brassa adversour hoc’h ene… Yunit, eme ar memes doctor, abalamour ma hoc’h eus pec’het : jejuna, quia peccasti [2] ; o veza couezet er mor eus a fallagriez ar bed, ne chom mui gueneoc’h nemet ur planquen evit en em zavetei, hac ar planquen-ma eo ar binigen. Oll e perissot ma na rit pinigen, eme hor Zalver e-unan. Yunit, a lavar c’hoas deomp sant Ian-Chrisostom, evit conservi-mâd ar graçou precius hoc’h eus recevet ; jejuna, ut accepta conserves [3]. Petra na rer quet evit conservi un tenzor, ur varc’hadourez precius ! Mæs oll vadou an douar comparachet gant graçou Doue, a zo disterroc’h eguet ar fanq eus an hent. Ar yun a gresq ners an ene, evel ma cresq ar boued ners ar c’horf : gant pebes hast ha gant pebes joa na dleomp-nî quet

  1. [Jo. Chrys., Serm. II de Jejunio (a-wechoù lakaet war gont s. Aostin).]
  2. [Ibid.]
  3. [Ibid.]