Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/306

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
274
doctrin ar guir gristen.

hon-unan, non pas hepquen sobr, mæs pænitantet, da lavaret eo, mantret a galon da veza displiget da Zoue dre’r pec’het. Ur galon vantret ne glasq nemet ar voyen d’en em reconcilia gant an ini he deus offancet, hep en em occupi-re, nac eus a voued, nac eus a gals a blijaduresou-all. Evel-se Adam, Moyses, ar batriarchet hac ar brofetet o deus yunet ha græt pinigen evit o fec’hejou o-unan hac evit pec’hejou ar bobl, hac ive evit obteni digant Doue ar graçou a bere o devoa ezom, ha len a reomp er Scritur, penos an Autrou Doue a zelaoue ordinalamant ar vouez eus o yun hac eus o feden. An Ninivitet o veza yunet ha pedet, Doue a zellas a druez outho, o fardonas hac a chomas hep distrugea o c’hær, evel m’en devoa gourdrouset ober [1]. Ar profet Elias, dre’r yun hac ar beden, a obtene digant Doue ar seurt amzer a c’houlenne [2]. An Israelitet o credi gant ræson penos ar goallou a zigoë en o zouez, ne voant nemet an effejou trist eus o disurzou, en em haste da gaout recours d’ar yun ha d’ar beden, hac a apæze evel-se coler Doue… Hor Zalver e-unan en deus yunet daou-uguent devez ha daou-uguent nosvez, evit rei deomp un ezempl eus an obligation hou deus oll da obèr pinigen [3]. Hor Zalver eo eta en deus instituet ar yun el lezen nevez, ha non pas an dud, eme sant Ambroas : non terrenâ cogitatione inventum, sed cœlesti majestate prceceptum [4]. Lezen ar yun a zo lezen Doue, eme ar memes doctor, ha non pas lezen ar veleyen, evel a lavar ar gristenien-fall : lex Dei, non sacerdotis [5]. Evel-se ar yun ne dê quet ur reglamant particulier, ur c’hustum, ur pratic dister ha nevez ; er c’hontrol, pep-tra a

  1. [Gw. Jon. III, 5.]
  2. [Gw. III. Reg. XVII.]
  3. [Gw. Matth. IV, 2 ; Mc. I, 13 ; Luc. IV, 2.]
  4. [Ambr., Serm. in fer. III p. Dom. II Quadrag.]
  5. [Ibid.]