Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
eil loden.



PEMPET GOURC’HEMEN.


Yun a ri an daouzec deziou,
Ar C’horais hac ar vigilou.

Obliget omp, dre’r bempet gourc’hemen eus ân Ilis, da yun ar c’horais, an daouzec deziou hac ar vigilou, da lavaret eo, an deiziou diaroc lod eus ar goueliou-bras. Examinomp eta petra eo ar yun ; piou en deus en instituet el lezen ancien hac el lezen nevez ; evit petra eo bet instituet ar yun e general, hac e particulier yun ar c’horais, an daouzec deziou hac ar vigilou ; ha piou eo ar re-so dispanset da yun.

I. Ar yun, e general, a zo ur brivation eus ar pez a c’houlen ar c’horf evit en em satisfia e-unan : evel-se e leveromp yun a voued, yun a repos, yun a bec’het. Ar yun a voued eo ar yun ordinal pehini a reomp ac’hanomp hon-unan, pe dre ma vez ordrenet deomp evit goulen digant Doue ar pardon eus hor pec’hejou hac ar graçou a bere hon deus ezom evit ober mâd hor silvidiguez. Ar yun a repos a zo ur yun dreist-ordinal pehini a rer er memes intantion. Ar yun a bec’het a zo ato necesser, hac hon oll yuniou-all, hep ar yun-ma, na ellont quet pligeout da Zoue.

II. Doue e-unan eo en deus, el lezen ancien, instituet ar yun, o condaoni Adam, goude e be-c’het, d’al labour, d’ar boan ha d’ar maro ; rac ar yun a zo ul loden eus ar binigen dleet d’ar pe-c’het ; hoguen ar binigen a zo quen-ancien hac ar bed ; hon tad quenta er stad a justiç hac a innoçanç a dleie beza necesseramant sobr, mæs goude e bec’het e tleas beza, hac e tleomp beza

12.