Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271
eil loden.

fall a gao cals a gristenien lach ha digalon pa vez quæstion da dostaat ous ar sacramanchou.

Communia a raemp alies, eme c’hui, mæs ne dê quet santel avoalc’h hor buez : grit eta ho possubl a respont deoc’h an Ilis, dre c’hinou ar c’honcil a Drant [1], evit en em santifia hac en em lacat e stad da gommunia bemdez… Ne dê quet santel avoalc’h ho puez ; da lavaret eo, martese, ne fell quet deoc’h distaga ho calon eus a vadou, a blijaduresou hac a enoriou ar bed : guel ê gueneoc’h chom hep communia eguet renonç d’ar c’hompagnunezou ha d’an assambleou difennet-se ; da c’houzout eo, ne garit quet an Autrou Doue. Lavaret a rit, dre ho cundu, evel ar Yuzevien : roit d’în Barrabas, ha laquit Jesus d’ar maro… Roit d’în an dansou, an evach, ar madou goal-acquisitet, ar plijaduresou-fall-se, ha lezit ar gommunion a gostez… Aoun am eus da ober ur gommunion sacrilach, a lavar un-all, guel eo d’în chom hep communia : an ini en deus ur guir aoun da ober drouc, n’er gra quet : m’er goulen ouzoc’h, hac ên a lavar ar jardiner : aoun am eus da dailla fall ar vezen-ma, guel eo d’în chom hep e zailla ? Salocras ; mæs lavaret a ra : aoun am eus da dailla-fall ar vezen-ma, ret eo d’în eta ober va fossubl evit e zailla-mâd; evit troc’ha ar brancou seac’h, ar zauvagennou hac he lacât da rei frouez. Livirit ar memes tra : aoun am eus da ober ur gommunion-fall ; ret eo d’în eta ober va fossubl evit lemel eus va c’halon ar pez a zisplich da Zoue, hac evit en em lacat e stad-vâd… An amzer eo a vanq deomp, a lavar darn-all : en em drompla a reont hep mar ; amzer a gavout da receo bizitou o c’hærent hac o mignonet, ha ne

  1. [Gw. uh.]