Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
270
doctrin ar guir gristen.

Beza ez-eo, emezan e-unan, ar bara a vuez : ego sum panis vivus [1] ; perac eta e lezit-hu hoc’h ene da vervel gant an naon, en despet d’ar c’honvî a ra deoc’h da dostaat ous e daul ha da zibri eus e vara ! Lavaret a ra deoc’h ez-eo an hent a gundu d’ar vuez eternel : perac eta e valeit-hu en hent a gundu d’ar maro, o pellaat eus ar gommunion santel ? Jesus a zo ar vinien, ha ni a zo ar brancou [2] : hoguen ar brancou distag eus ar vinien ne zougont guet a frouez ; comprenomp eta penos evit obteni frouez a silvidiguez, e tleomp en em unissa, a amzer da amzer, gant hor Zalver, dre’r gommunion zantel… Petra zervich deomp, eme sant Ian-Chrisostom , offr evidoc’h ar victim a silvidiguez, ma na fell quet deoc’h he receo en ho calon ? [3] Joa a ra gueneomp, eme ar memes doctor [4], o guelet endro da gador ar virionez evit selaou comzou Doue ; mæs mantret eo hor c’halon o velet ne dostait quet aliessoc’h ous an daul sacr. Hor Zalver e-unan eo en em glêm eus a guemen-ma en andret eus e Aviel [5] e pehini e lavar deomp ez-eo henvel ous a ur roue pehini o veza præparet ur banquet caër evit eured e vab, en devoue ar glac’har da velet penos ar re en devoa conviet a gavas meur a zigarez evit chom hep dont d’ar banquet ; red e voue dezan, eme an Aviel, caç e zervicherien var ar ruïou ha var ar plaçou public evit contraign ar re guenta a gavchent da zont da guemeret plaç e sall ar banquet : ar barabolen-ma n’e deus ezom-ebet a esplication ; ar roue a behini e parlant an Aviel eo hor Zalver : ar banquet a repræsant ar gommunion, hac an iscuzou-faus a gavas an dud-se evit chom hep dont d’ar banquet a ro da entent ar ræsoniou-

  1. [Joan. VI, 41 ha 51.]
  2. [Joan. XV, 5.]
  3. [Cf. Jo. Chrys., Homil. XVII in Epist. ad Hebr.]
  4. [Ibid..]
  5. [Matth. XXII, 2.]