Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/297

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
265
eil loden.

ma sant en deus ezom d’en em reconcilia gant Doue. En effet, chom hep mont da goës nemet ur vech er bloas a zo en em exposi da ober ur goëssion-fall ha negligea hor silvidiguez… Da guenta, en em exposi da ober ur goëssion-fall : rac penos ober-mad un action pehini a rêr guen dibaut a vech ; penos caout sonch eus a guellies a bec’het, bergnet an eil var eguile epad queit amzer ; penos netaat en ur vech, un ty, ur jardin e pehini e lezer al loustoni, al louzou-fall da gresqui ha da c’hruc’hull epad ur bloas ? Cetu azé cousgoude un imach eus a gundu ar re ne fell dezo mont da goës nemet ur vech er bloas : evel-se, eleac’h effaci o fec’hejou dre ur goëssion-vâd, en em exposont, siouas ! da gresqui an niver anezo dre ur goëssion sacrilach.

Cals a goncilou hac a Dadou eus ar vuez spiri-tuel o deus reglet e oa mâd ha meulabl d’an dud santella, coës bep sizun, bep pemzec dez, bep miz ; ha d’an oll, bep daou pe bep tri miz, da hirra.

D’an eil, o chom ur bloas hep mont da goës e negligeomp hor silvidiguez : an ini a zant ez-eo dangerus e c’houli, ne chom quet ur bloas hep er pansi na sourcial anezan : penos e c’hallit-hu eta chom ur bloas hep coës ar pec’hejou-se pere ho talc’h clân-bras, pe en ur stad a varo dirac Doue ? An ini en deus meubl precius ne lez quet anezo etouez ar fanq nac al loustoni : perac eta lezel epad queit amzer hoc’h ene pehini-so quer-precius etouez ar fanq hac al loustoni eus ar pec’het ? Ne istim quet cals e vuez an ini a gousq a espres var bord ur precipiç-bras-bennac : er memes tra, ne istim quet cals ive e silvidiguez an ini a chom pell

12