Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264
doctrin ar guir gristen.

avis o c’hoëssour, dindan boan da veza privet, en o buez, eus ar bermission da antren en ilis, ha goude o maro, da gaout, evel ar gristenien-vâd, douar benniguet da receo o c’horf. Ar vugale pere o deus an usach a ræson, da lavaret eo, pere so capabl da zifaranti ar mâd eus an drouc, ar pez a eller ordinalamant d’an oad a seiz vloas, a dle, evel ar re vras, coës da viana ur vech er bloas : ho tever eo eta, tadou ha mamou, mistr ha mæstrezet, o instrui, o c’haç da goës ha rei dezo an exempl-vâd ive var ar poënt-ma. Evit satisfia da c’hourc’hemen an Ilis, ne dê quet avoalc’h mont da goës ur vech er bloas, ret eo c’hoas, eme hon Tadou zantel ar Pabet, ober ur goëssion-vâd, da lavaret eo, ur goession pehini a ra hor peoc’h gant Doue hac a effaç hor pec’hejou; ha non pas ur goëssion hac ur gommunion sacrilach pere a bella ac’hanomp diouz Doue, hac a gresq an niver eus hon offançou… Guelit eta ha c’hui a gaç ho bugale da goës hac a goës hoc’h-unan gant an dispositionou requis eus a gostez ar speret hac eus a gostez ar galon : eus a gostez ar speret, oc’h anaout-mâd, da viana ar guirionezou principala eus ar feiz, hac eus a gostez ar galon, o veza glac’haret da veza offancet Doue hac o caout ur propos ferm d’en em viret ous ar pec’het en amzer da zont.

II. Da viana ur vech er bloas : an Ilis ne fell quet dezi ordren deomp coës alies epad ar bloas, gant aoun ne allemp quet en ober, ha gant aoun ne vanqfemp da zenti ha ne gueszemp evel-se er pec’het marvel. Mæs ur c’hristen sourcius eus e silvidiguez n’en em gontant quet da vont da goës ur vech er bloas, mont a ra pront quellies guech