Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
doctrin ar guir gristen.

accompliesa promessaou a ra d’e vugale : renonç a dleomp ive d’ar pec’het ha d’an oll occasionou eus ar pec’het ; d’ar garantez dreist-voder a ellomp da gaout evit madou, enoriou ha plijadurezou ar bed ; d’hor bolontez propr ha d’an dezirou direglet eus hon oll squianchou naturel, evit gallout beza agreaploc’h d’hor mæstr divin, ha querzet guelloc’h en hent eus e c’hourc’hemennou… Fall a reont an dud-se pere o veza e stad a bec’het marvel a gleo an oferen hep santimant-ebet a binigen, hac hep dezir-ebet da cench a vuez : goab a reont a Zoue o chuntri o daouarn, hac é lavaret o deus queuz da veza en offancet en ampoent ma lezont o c’halon stag ous ar pec’het : tromplerien int pere, evel ar pharisian a behini e parlant an Aviel, a zorti, martese, eus an ilis, coupaploc’h eguet na edont pa antrejont enni [1]… Pec’herien, deut d’an oferen, ho tever eo, mæs deut gant ur galon distag eus ar pec’het ; deut gant santimanchou a feiz hac a fizianç, o credi parfet ema var an auter an oan a effaç pec’hejou ar bed, ha pehini a ell ho pardoni ; deut gant santimanchou a anoudeguez-vâd e quêver un Doue pehini ho clasq, ho calv hac ho cortos gant quement a batiantet, hac a bromet gant quement a drugarez ho pardoni, mar distroit outhan a greiz ho calon : deomp oll d’ar sacrifiç divin hac en em roomp-oll da Jesus antieramant, evel ma en em offr antieramant evidomp d’e Dad eternel.

IV. Mar goulennit pe seurt pedennou a dleer da lavaret epad an oferen, e respontin penos nemet e c’hazistot enni gant an dispositionou a bere hon deus parlantet, hac e c’hunissot hoc’h intantion gant ini an Ilis, quemen-se a zo avoalc’h

  1. [Gw. Luc. XVIII, 10-13.]