Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261
eil loden.

jamæs digaç gantho bugale vian pere, dre o c’hri hac o gestou, a alfe troubli an ofiç divin e pehini e tleomp assista, non pas hepquen gant respet, mæs ive gant attantion.

Attentè : an darn-vuia eus ar gristenien ne dennont quet eus ar sacrifiç santel ar frouez o deffe guir da c’hortos, abalamour ne assistont ennan nemet dre accustumanç, ha cazi hep attantion-ebet, hac hep goulen an disterra graç digant Done : clân ha paour int, mæs ne zantont nac o c’hlênved nac o faourentez, siouas dezo ! Evit ne guëzot mui er memes faut, considerit amzer an oferen evel ar guella amzer roet deoc’h gant Doue evit obteni diganthan hoc’h oll ezomou. Neuse, ispicial, eo e c’hassur deoc’h penos ho pezo quement a c’houlennot digant e Dad en e hano : neuse eo e tleit consideri Jesus-Christ var an auter evel ur roue var e drôn, præst da accordi d’e zugidi hervez o goulen ; evel un den pinvidic, contant da rei d’ar paour hervez e ezom ; evel ur medicin charitabl pehini a receo gant joa quement ini en em bræsant dirazan hac a ro da bep-unan peadra d’en em barea. Er moment eürus eus an oferen eo e tleit guelet petra vanq deoc’h ; e pe stad en em gavit dirac Doue, ha goulen hoc’h ezomou gant fizianç ha gant devotion.

Devotè : devotion a zinifi devouamant (devovere) : un den devouet d’e væstr a zo ato præst da zenti outhan, dre ar fizianç en deus ennan hac ar garantez en deus evithan : cetu eno ive gant pe seurt santimanchou e tleomp assista en oferen : caout a dleomp ur volontez sincer da ober quement a c’hourc’hemen Doue deomp, abalamour ma’z-eo un tad infinimant mad, bepret fidel da