Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
eil loden.

triach da sclerigen ar feiz ! Pebes graç, beza deut eus a esclavet d’an drouc-speret, da veza guir vugale da Zoue !… Gouël præsantation hor Zalver en templ en djsquez deomp evel ur victim santel, oc’h en em offr d’e Dad eternel, evit satisfia evidomp d’e justiç, hac a ro ive deomp da anaout an obligation hon deus d’en em rei antieramant da Jesus-Christ, evel ma’z-eo en em roet antieramant evidomp. Caout a rêr tud pere a gonsacr da Zoue o fedennou, o yuniou ha cals memes eus o madou, mæs quemen-se-oll ne blich quet avoalc’h da Zoue, abalamour n’en em gonsacront quet dezan o-unan… Pasq a zelebromp e memor da bassion, da varo ha da resurrection hor Zalver, hac a zesq deomp penos en deus souffret evit diboania achanomp ; penos eo maro evit rei deomp ar vuez ; ha penos eo ressuscitet evit ma ressuscitimp ive un deiz. Gouël an Ascension a zisquez deomp hor Zalver o pignat en êe evit præpari deomp eno hor plaç, hac evit beza eno ive non alvocad dirac e Dad eternel.

Gouëliou ar Verc’hes ha re ar zænt a zo bet instituet gant an Ilis evit hon douguen da drugarecât Doue da veza o santifiet, ha da veza o roet deomp da squêr ha da exempl, hac ive da intercessoret dirac e vajeste divin. Doue so ar zourcen eus an oll zantelez, hac ar zænt ne dint sænt nemet dre ma zint bet santifiet dre zicour Doue. Ar Verc’hes sacr eo ar burra hac ar barfeta eus an oll grouadurien ; concevet ha ganet en ur stad a justiç hac a zantelez, ne deus biscoas cometet an disterra pec’het, pas memes an disterra imperfection. En ur renta d’ar Verc’hes Vari an enor