Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254
doctrin ar guir gristen.

instituet gant certen esquibien ha mirabl e certen escoptiou hepquen, o veza m’o deus an esquibien ar galloud da instui certen goueliou particulier evit brassa-mâd ar bobl a c’houarnont.

II. Perac eo bet instituet ar goëliou ? Instituet int bet evit hon instrui hac evit beza evel monumanchou pere a zesq deomp carantez an Autrou Doue en hon andret, an enor, a dleomp da renta dezan ha d’ar zænt hac an horrol a dleomp da gaout eus ar pec’het.

Evel-se gouël Nedelec a zelebrer evit enori guinivelez hor Zalver pehini a zo en em c’hræt den evit hor zavetei hac evit satisfia evidomp da justiç Doue. Oh christenien, anavezit, eme sant Leon e peguen doun eo ho couliou pa’z-eo bet ret en deffe un Doue en em zervichet eus a ur remed pehini en deus coustet quement dezan ! [1] Ne vouien quet, ô va Doue, eme sant Bernard, peguer-bras oa va miser, ne greden quet beza quer clân, maes ar myster adorabl-ma en disquez d’în ! [2]… Goël ar Circoncision a zisquez deomp garantez vras hor Zalver evidomp, pa gommanç quen-abred da scuilla e voad evidomp, o c’hortos e scuilla-oll betec ar berad diveza var ar groas evit remission hor pec’hejou, hac a zesq deomp an obligation hon deus da viret-mâd gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, pa en deus miret e-unan gourc’hemen ar circoncision da behini ne oa quet obliget… Gouël ar Rouanez a dle hon douguen da drugarecaat Doue a greiz hor c’halon, da veza hor galvet, e personach an tri roue, d’an anoudeguez a Jesus-Christ, ha da veza christenien eus a bayanet ma oa hon tud-goz guechal. Pebes bonor, beza bet galvet eus a devaligen an idola-

  1. [Leo M., Serm. XXIV, c. 2.]
  2. […]