Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
eil loden.

ar guevier noazus-bras : ar guevier farçus divar ben traou sot, a ell ive beza pec’het marvel : ar guevier serviabl a zo pec’het veniel dre o natur, ha ne dê jamæs permetet o lavaret, pas memes evit savetei ar vuez ; rac , ar pec’het veniel so ur guir drouc o veza ma c’hoffang Doue, hoguen ne dê jamæs permetet ober un drouc evit tenna ur vâd bennac anezan. Doue pehini so ar virionez memes en deus horrol ous ar gaou, hac a ro e vallos d’an dud gaouiad : væ duplici corde ! [1] Lavaret a ra dezo en e goler penos o deus evit tad an drouc-speret : vos ex patre diabolo estis [2] ; ha penos e parlantont e langach hac e requetont accomplissa e zezirou infernal ha trompla bugale Doue, evel m’en devoa o zad tromplet hon tud quenta, Adam hac Eva : desideria patris vestri vultis implere [3]. Ananias ha Saphira, e bried, n’o devoa obligation-ebet da zigaç o madou da zistribui d’an ebestel, mæs o veza lavaret o daou penos o devoa digacet quement a aparchante outho, petra-bennac m’o devoa dalc’het lod, Doue a scoas a varo an eil hac eguile, e punition d’o guevier [4]… Laqueomp evez eta da drompla hon nessa, o veza ma zomp-oll, eme an abostol, memprou eus ar memes corf : hoguen, an dorn na drompl quet ar guinou, nac an daoulagad, an treid : deponentes mendacium, loquimini veritatem, unusquisque proximo suo, quoniam sumus membra [5]. O lavaret ar virionez e c’henoromp Jesus-Christ, ar zænt hac an Aviel : enori a reomp Jesus-Christ pehini a zo digacet eus an êe var an douar evit renta testeni d’ar virionez : enori a reomp ar zænt, a bere un darn-vras a zo bet guel gantho mervel, eguet lavaret ur gaou hepquen : enori a reomp an Aviel,

11

  1. [Eccli. II, 14.]
  2. [Joan. VIII, 44.]
  3. [Ibid.]
  4. [Gw. Act. V, 1-11.]
  5. [Eph. IV, 25.]