Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
doctrin ar guir gristen.

rigol hac e perissint miserablamant : testis falsus non erit impunitus… Testis mendax peribit [1]. Guelit calomniatourien Suzanna lazet a doliou mein [2], ha corf Jezabel taulet da zibri d’ar chaç abalamour d’ar fals-testeni he devoa douguet a-enep an den zantel Naboth, evit gallout caout e barq [3]. Er pec’het-ma ez-eus tri bec’het horrubl, eme sant Thomas [4] : ar parjur, rac an test-faus a zao e zorn dirac ar groas ha dirac levr an Aviel, evit touet e lavaro ar virionez, ha cousgoude e lavar gaou ; un injustiç, rac tor a ra d’e nessa ; ur gaou horrubl, lavaret pe nac’h a ra un dra control d’ar virionez.

Evel-se an oll lezennou divin ha civil o deus ato punisset hac a bunis c’hoas hirio ar c’hrim-ma dre boaniou ar re-vrassa. Frances I eus an hano, roue a Franç, a ordrenas ma vize condaonet d’ar maro an testou-faus ha dêvet dezo ho daouarn : ar galiou a zo c’hoas hirio recompans ar memes tud, hac an Ilis a laca o fec’het etouez ar c’haziou reservet hac a deu d’o excumunugui… Mæs, eme c’hui, evit sicour an ini coupabl eo em eus nac’het ar virionez : tor oc’h eus bet, eme sant Augustin, rac ne dè quet permetet lavaret ur gaou evit savetei ar bed-oll ; nac ober un drouc, eme an oll deologianet, evit tenna ur vâd-bennac anezan.

II. Ar gaou so rei da entent dre goms pe dre sin un dra control d’ar virionez, gant intantion da drompla. Rac-se, an ini a lavarre ar pez ne dê quet guir, mar sonch dezan ez-eo, pe dê quet gaouiad.

Tri seurt guevier-so : noazus, farçus ha serviabl ; n’en deus douet-ebet ne ve pec’het marvel

  1. [Ps. XIX, 5.]
  2. [Gw. Dan. XIII.]
  3. [Gw. III. Reg. XVIII sqq.]
  4. [Tho. Aq., De Decem præc., art. 10.]