Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
237
eil loden.

nistret an Autrou Doue : lacat ar peoc’h da rên etouez au dud, a zo, emezan, unan eus o deveriou quenta. Laquit evez d’en em gassaat an eil eguile, eme hor Zalver, rac Doue n’ho pardono quet, ma na fell quet deoc’h pardoni d’ho preur eus a greiz ho calon [1].

II. Staga hor c’halon ous vadou an douar : mar hoc’h eus madou, na staguit quet ho calon outho, a lavar deomp ar Speret Santel : divitiæ si affluant, nolite cor apponere [2]. Perac, en effet, staga hor c’halon ous a draou pere so quen dangerus evit ar silvidiguez, ha pere a renquimp da guitaat buan ? Hon Zalver en e Aviel a lavar deomp penos madou douar a zo henvel ous an drez hac ous ar spern [3] ; hoguen, evel ma c’hampech an drez hac ar spern an ed da gresqui ha da rei greun evel-se ive ar sourci eus a vadou an douar a voug ennomp an dezir d’ober œuvrou-mâd ha d’en em zavetei… An drez hac ar spern a vleç daouarn an ini o stard, evel-se ive an traou terrien a vleç, e mil fæçon, eneou an dud a stag o c’halon outho. Ar madou temporel a zo evel laçou pere hor stag ous an douar, hac hon ampech d’en em zevel varzu an êe : an darn-vuia eus an dud pinvidic ne dint occupet nemet eus o madou ha ne zongeont nemet er voyen d’o c’hresqui. Madou ar bed-ma a zo c’hoas henvel ous a vein-ruill pere a ziscar hac a vleç ac’hanomp en hent a reomp varzu ar barados ; rac-se hor Zalver a lavar penos eo æssoc’h da ur c’hanval tremen dre doul un nadoz eguet da un den pinvidic antrea e rouantelez Doue [4]. Quemen-se a sinifi, eme Zoctoret an Ilis, penos eo diaez-bras d’ar re binvidic en em zavetei.

  1. [Joan. IV, 20 ; Matth. VI, 14-15 ; XVIII, 15 ; Marc. XI, 25-26.]
  2. [Ps. LXI, 11.]
  3. [Gw. (a) Matth. VII, 16 ; Luc. VI, 44 ; (b) Matth. XIII, 7-22 ; Marc. IV, 7-18 ; Luc. VIII, 7-14.]
  4. [Matth. XIX, 24; Mc. X, 25; Lc. XVIII, 25.]