Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
doctrin ar guir gristen.

da guitaat ty o mæstr evit antren en hoc’h ini ha chom en ho servich… Ne zezirrot quet e êgen nac e azen, da entent eo, ne zezirrot netra eus a guement a aparchant outhan, pas memes e vadou ar re zisterra, evit o c’haout dre broces, dre c’hourdrous pe en ur fæçon injust-bennac. Achab, roue a Zamari, evit gallout caout en despet da Naboth ur parquic-bian en devoa, a gavas, dre voyen Jezabel, e bried, daou dest-faus pere a lavaras en devoa Naboth blasphemet a-enep Doue hac a-enep ar prinç ; rac-se Naboth a voue condaonet d’ar maro, hac e barq a voue confisquet pe zæziet e profit ar roue pehini en devoa c’hoant-bras d’e gaout evit ober ur jardin anezan [1]. Allas, cals a dud a zo c’hoas hirio henvel ous an impi Achab ; an avi a ra dezo noazout d’o nessa, hac ober o fossubl evit lemel diganthan e vadou, e garg hac e vrud-mâd memes. Clevit ar varc’hadourien, an artisanet, ar vicherourien-se o tecrial an eil eguile ! Petra ne ra quet certen tud evit caout madou, cargou enorabl, evit beva en o æz ? Calomniou, promessaou-faus, gourdrousou, procesou, netra ne vezo espergnet, en despet da lezen Doue pe-hini a zo ul lezen a garantez hac a lavar deomp-oll : ne rit quet d’ar re-all ar pez ne garrac’h quet a ve graet deoc’h hoc’h-unan. Ur guir zervicher da Zoue ne dle caout proces ous den, eme an abostol [2]. Daou zrouc a rit, o vont e proces, eme sant Ian-Chrisostom [3] : ar c’henta oc’h en em zispud, an eil o caout recours d’ar justiç ; ha n’hoc’h eus-hu quet, a c’houlen sant Paul, tud fur avoalc’h en ho touez, evit lacat ar peoc’h etrezoc’h ? [4] Dre’n dud fur-se a bere e parlant an abostol, e tleer entent, hervez sant Augustin [5], mi-

  1. [Gw. III. Reg. XXI.]
  2. [II. Tim II, 24.]
  3. [Jo. Chrys., Homil. VI in Epist. II. ad Tim.]
  4. [I. Cor. VI, 5.]
  5. [Aug., Specul. de Scr. s., De Epist. ad Cor., ad loc.]